Meot Kemper a vo 'ba Pro B basket en-dro!
Kleub basket Meot Kemper ‘vo ‘ba Pro B en dro. A drugarez d’o zrec’h war Lyon ar sizhun disadorn tremenet. War un dro ‘noa kollet skipailh an Havr nevez eus e du. Dre se eo en em gavet ar Meot e plas kentañ eus ar renkadur a gas war eeun da gampionad Pro B, ar c’hampionad eil rummad ‘ba Bro-C’hall. Tomm eo bet da laer Kerneviz kar plaset fall ‘oant just araok krogad diwezhañ ar c’hampionad. Kontet ‘neus Keven ar Fur, harper anezhañ ha prezidant BK family, un tamm eus koulzad 2024-2025 deomp. Emañ gant Erwan Blanchard.